Logos Multilingual Portal

Select Language



[ No Biography for this Author ]

a-wechoù e c’hallomp tremen bloavezhioù heb bevañ tamm, hag a-daol-trumm e vez tolpet hor buhez holl en ur predig amzer hepken
al labour eo ar repu evit ar re n\'o deus netra welloc\'h d\'ober
alies, gwir vuhez an den eo ar vuhez na vev ket
an den zo ul loen poellek hag a ya atav e fulor pa vez dav dezhañ en em zerc\'hel en un doare hag a glot gant ezhommoù ar poell
an dever eo ar pezh a c\'hortozer digant ar re all
an emgarantez n\'eo ket bevañ diouzh e c\'hoant, met goulenn digant ar re all en ober
ar merc\'hed a gar ac\'hanomp abalamour d\'hor sioù. Mar hor bez a-walc\'h e vo pardonet pep tra deomp ganto, zoken hor poell bras-divent
ar re yaouank hiziv a gav dezho eo an arc\'hant pep tra, ha pa\'z eont war goshaat e ouezont eo evel-se emañ
ar skiant-prenet - n\'eus anezhañ nemet un anv hag a roomp d\'hor fazioù
bamañ a c\'haller ouzh an deskadurezh, ur wech an amzer avat e talvez ar boan degas da soñj n\'eus netra mat da c\'houzout hag a c\'haller bezañ kelennet
Barn ar Bobl...ur striv da urzhiañ diouiziegezh ar gumuniezh, ha da reiñ dezhi meurded un nerzh fizik
butunat ur sigaretenn zo ur blijadur zibar. Tremen mat eo, ha ne dorr ket e c\'hoant d\'an den. Ha muioc\'h a c\'hallfed goulenn?
diemsav-tre en deiz a hiziv eo bezañ bet desavet mat, rak mirout a ra ouzhoc\'h a gemer perzh e kement a draoù
distambouc\'h eo kuriusted an dud a-fed pep tra nemet ar pezh a dalvez ar boan gouzout
dre ma ne ouie ket da belec\'h edo o vont e teuas an denelezh a-benn da gavout he hent
drougweler: un den, p\'en devez da choas etre daou zroug, a zibab an daou
eeun eo va goust. Atav e vezan laouen gant ar gwellañ
em bleud e vezan gant ar baotred en tu all da zek vloaz ha tri-ugent, atav e kinnigont ur garantez evit ar vuhez-pad
en aferioù a bouez bras, ar stil an hini eo a zo ret-holl, ket ar wirionded
en deiz a hiziv omp heñvel ouzh Amerika e-keñver pep tra, nemet, anat deoc\'h, e-keñver ar yezh
en empenn eo e c\'hoarvez darvoudoù bras ar bed
er bed-man n\'eus nemet div drajedienn: an eil zo chom hep kaout ar pezh a c\'hoantaer, hag eben zo e gaout
evel boaz e lavaran ar pezh a soñjan e gwirionez. En deiz a hiziv, avat, ez eo ur fazi bras ober kement-se, rak en arvar da vezañ fallgomprenet e vezer
gouzañv a c\'hallan an nerzh didrugar, ar rezon didrugar avat ne c\'hallan ket padout outañ
hiziv an deiz ez eo spontus an doare ma vezer techet, a-dreñv kein an den, da gontañ traoù hag a zo gwir e pep keñver
kefridi nemeti renkad ar vicherourien eo bezañ skouer vat
keit ha ma seller ouzh ar brezel evel ar fallagriezh e talc\'ho d\'hon boemañ. Pa vo sellet outañ evel un dra ledet ne vo mui gwelet mat
kevrin an eürusted zo kouezhañ en temptadur
komz a blij din. Alies ne gomzan nemet evit va c\'hlevet va-unan o komz. A-wechoù e vezan ken ampart ken na gomprenan ket ar pezh am eus lavaret
mar fell deoc\'h gouzout petra a fell d\'ur plac\'h evit gwir, sellit outi; arabat selaou anezhi
na zispleg gwech ebet. Da vignoned n\'o devo ket ezhomm eus se, ha da enebourien ne gredint ket forzh penaos
n\'eo ket dall ar garantez, met hirwel kentoc\'h; ar pezh a brou se eo e krog da welet ar sioù beb ma\'z eont war bellaat
n\'eus mann ebet heñvel ouzh emroüsted ur plac\'h dimezet. Eus an dra-se, paotr dimezet ebet ne oar netra
n\'eus nemet gwellaat un den evit e rivinañ
n\'eus nemet un dra hag a zo gwashoc\'h eget kaout tud o komz diwar ho penn: bezañ hep den ebet o komz diwar ho penn
n\'on ket yaouank a-walc\'h evit gouzout pep tra
n’eo nemet war an traoù ha n’eur ket dedennet ganto e c’haller reiñ barn hep doug na dizoug; hep mar, setu perak ez eo didalvez a-grenn pep barn hep doug na dizoug
n’eus forzh piv a c’hall sevel a-du gant poanioù ur mignon, met ret d’an den bezañ hegarat-meurbet e natur a-benn sevel a-du gant berzh-vat ur mignon
o! arabat deoc\'h implijout ar gerioù bras. Pegen nebeut a dalvoudegezh o deus
pa sav an dud a-du ganin, atav e kav din e rankan bezañ faziet
pa ziviz an doueed hor c\'hastizañ, nemet selaou ouzh hor pedennoù ne reont
pardonit dalc\'hmat hoc\'h enebourien; n\'eus netra o laka ken diaes
pep tra zo risklus. Ma ne vije ket, ar vuhez ne dalvezfe ket ar boan he bevañ
piv, pa vez karet, a zo paour?
rannet e vez an dud e daou rummad: ar re reizh hag ar re enepreizh. Gant ar re reizh eo e vezont rannet
ret e vefe d\'an den bezañ piket e galon a-hed ar wech. Setu perak e vefe ret chom hep dimeziñ
ret e vefe d\'an den bezañ reizh e c\'hoari... pa vez sur ez aio ar maout gantañ
ret eo deomp bezañ izelek, ha gouzout ivez ez eo izeloc\'h ar re all egedomp-ni
skrijus en un doare eo gouzout e oa krog mab-den, kerkent hag ijinet ur mekanik gantañ d\'ober e labour, da vervel gant an naon
sot on gant ar strolladoù politikel; al lec\'h nemetañ a chom ganeomp ma ne vez ket komzet eus ar politikerezh
spontus eo ar suspent-mañ. Spi am eus e pado!
ur bern traoù a skofemp er-maez, pa n\'hor befe ket aon e vefent savet gant tud all